Reizhskrivadur liestonel

Lizherenneg
c’hresianek
Α α Β β ϐ
Γ γ Δ δ
Ε ε ϵ Ζ ζ
Η η Θ θ ϑ
Ι ι Κ κ ϰ
Λ λ Μ μ
Ν ν Ξ ξ
Ο ο Π π ϖ
Ρ ρ ϱ Σ σ ς
Τ τ Υ υ
Φ φ ϕ Χ χ
Ψ ψ Ω ω
Lizherennoù
diamzeret
Ϝ ϝ Ϙ ϙ
Ϛ ϛ Ͳ ͳ
Ͱ ͱ Ϸ ϸ
Ϻ ϻ

Ar reizhskrivadur liestonel a zo anv doare-skrivañ ar gresianeg a-vremañ bet lakaet e pleustr evel doare-skrivañ ofisiel ar yezh betek 1982, pa oa bet kemeret e blas gant ar reizhskrivadur untonel nebeut goude ma oa bet degemeret an dhimotiki da stumm ofisiel ar yezh.

Luzietoc'h ha diaesoc'h da zeskiñ ha da implijout evit ar sistem untonel e oa ar sistem liestonel dre ma veze implijet gantañ meur a dired disheñvel ha na denne ket ken da doare-distagañ ar yezh a-vremañ abaoe ar Iañ Kantved mui-pe-vui.

Daoust ma na veze ket implijet ar sistem liestonel e gresianeg klasel, ne voe ket degemeret mat ar sistem eeunoc'h nevez gant tud zo, ha dreist-holl gant Iliz Ortodoksel Gres, hag a gave dezhe difenn hengoun ar yezh dre chom hep implijout ar reizhskrivadur untonel ha kenderc'hel d'ober gant ar reizhskrivadur liestonel. Ouzhpenn-se, betek ma oa bet krouet lizherennoù unicode e save alies kudennoù evit ober gant ar reizhskrivadur liestonel dre urzhiataerez.

Setu diakritikoù ar sistem liestonel skouerekaet gant al lizherenn alpha (α):

  • an tonioù (τόνοι) evit merkañ lec'h an taol-mouezh hag ivez patromoù an tonennoù:
  • Doareoù analañ – da lâret eo hag-eñ e veze c'hwezhet pe get vogalenn gentañ ur ger. Implijet e vez seurt diakritikoù e penn-kentañ ur ger nemetken neuze:
    • Daseía (δασεία), pe dre c'hwezhañ (spiritus asper), da lâret eo o kregiñ gant [h] e henc'hresianeg. Implijet e veze ivez gant gerioù a groge gant rho (ρ) , treuzskrivet rh.
    • Psilé (ψιλή), pe kompez (spiritus lenis), evit merkañ ar gerioù o kregiñ hep [h];
  • iota isskrivet implijet gant vogalennoù resis zo. Bez e c'heller implijout en e lec'h an iota kenskrivet).

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search